Chapel Brancacci

Ar chapel Brancacci zo ur chapel en iliz Santa Maria del Carmine, e karter an Oltrarno, e kêr Firenze, en Italia. E 1386 e voe lakaet sevel gant ar marc'hadour Piero di Piuvichese Brancacci, da enoriñ Sant Pêr.

E 1424 eo e niz, Felice di Michele Brancacci[1] a urzhias kinkladur ar chapel digant Masolino da Panicale.

  1. Ganet e 1382, Felice di Michele Brancacci en doe kargoù ofisiel e Republik Firenze. Kannad e voe e-metoù sultan Egipt e 1422. E miz Mae 1431 e timezas gant Maddalena di Palla Strozzi, merc'h Palla Strozzi. Harluet e voe eus kêr gant Cosimo de' Medici e 1434 ha mervel a reas e Siena.

Developed by StudentB